Didrouz eo chomet marv ur paotr yaouank war e lec’h labour e Penn-ar-Bed. Aet eo d’an anaon Clément en ur park eus ti-feurm Le Pépin et la plume, d’an 28 a viz Du 2023, er Roc’h Morvan (29). 28 bloaz e oa. N’eo ket plaset mat Bro-Frañs da geñver surentez el labour e-touez broioù Europa.