Hag e vo eus koadoù gouez ha naturel da vat e Breizh ? Setu ar c’hoant neuint kevredigezhioù ‘zo er vro, da brenañ douaroù, evit ma vefe laosket an natur d’or e jeu trankil e lec’hioù ‘zo. Da lâret eo ne vo ket troc’het ar gwez, na gaset kuit ar gwez varv, difennet groñs e vo pesketañ pe chaseal...
Evel bep miz e lakomp ar gaoz berr-a-berr war lizher kelaouiñ Splann, ar media dizalc’h el linenn. Hag ar miz-mañ, e-touez sujedoù all, ‘zo kaoz eus gouarnamant nevez Michel Barnier, ha dreist-holl eus ministr nevez an ekonomiezh.
Hag evel-just ‘zo tu deoc’h lenn al lizher kelaouiñ en brezhoneg penn-da-benn.
Hag evel-just ‘zo tu deoc’h lenn al lizher kelaouiñ en brezhoneg penn-da-benn.
Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro Yuna Cojan.
Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn an ensteudoù Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro Yuna Cojan.
Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn an ensteudoù Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro Yuna Cojan.
Dizoloit teir lodenn hon enklask war an implantoù Essure dre un abadenn hir savet gant hon media ha skipailh Radio Breizh. Emgav adalek d'al Lun 23 a viz Gwengolo 2024.
Evel bep miz e vo aet pelloc’h war ur sujed eus lizher-kelaouiñ « Splann ! » hag ar miz-mañ ‘zo kaoz eus al labour-douar, ha dreist-holl diwar-benn ar mediaoù gouestlet d’ar beizanted. Daoust hag-eñ int mediaoù evel ar re all ?
Ar wech-mañ eo aet skipailh « Splann ! » da Sant Nazer ha Donez, kalon industriezh ar vro evit studiañ saotradur an aer di. 🧐
Blam da galite fall kenañ an aer eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer hag e-tro war droioù uhel tre. Koulskoude servijoù ar stad n’o deus graet peadra evit gwareziñ tud ar vro, ha n'eo ket bet embannet gant Total pegen fall 'oa saotradur an aer.
Keleier ar vro d'ar 6 a viz Gwengolo (Radio Breizh).
Blam da galite fall kenañ an aer eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer hag e-tro war droioù uhel tre. Koulskoude servijoù ar stad n’o deus graet peadra evit gwareziñ tud ar vro, ha n'eo ket bet embannet gant Total pegen fall 'oa saotradur an aer.
Keleier ar vro d'ar 6 a viz Gwengolo (Radio Breizh).
Kristen Falc’hon ouzh mikro France Bleu Breizh Izel e 2023.
Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn-da-benn… Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann ! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war ur rumm tud hepken koulz lavaret : al labourerien-douar.
Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh e 2023 evit displegañ deomp petra eo an dalc'h gant an tachennoù labour-douar.
Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh e 2023.
Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Bro Gwened e 2023.
Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh d’an 15 a viz a C’hwevrer 2021.
Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Joan Bizin war France Bleu Breizh Izel d’an 15 a viz C’hwevrer 2021.
Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Radio Breizh d’an 17 a viz C’hwevrer 2021.
Kondaonet e oa bet ar Stad e miz Gouere 2023 da geñver afer ar bezhin glas. Sañset en doa da lakaat reolennoù nevez evit ma vefe skuilhet nebeutoc’h a hañvouez war an tachennoù labour-douar, dreist-holl en eizh bae hag a zo ar muiañ saotret gant ar bezhin glas e Breizh. Ha setu ar Stad o kinnig ur seizhvet steuñv « bezhin glas » e miz Mae 2024. Met n’eo ket kreñv a-walc’h ar muzulioù-se, eme Dour ha stêrioù Breizh.
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz Even ? Ar goulenn-mañ hon eus graet ouzhoc’h-c’hwi hag a sach hon evezh war ar pemdez. Penaos ho peus bevet disoc’hoù dilennadegoù Europa en ur welet ar Vodadeg vroadel o kreskiñ hag ar Vodadenn vroadel o vezañ dismantret ? Roet hon eus ar gaoz da nav den a zo bet lañserien enklaskoù dre m’o deus sachet hon evezh war gudenn mañ kudenn. Ha n'eo ket souezhus e vefe ankeniet an holl anezho.
War digarez hon emgav miziek e vo lakaet ar gaoz hiziv war ur gevredigezh nevez lakaet war droad, Arsellva gall an tagadennoù ouzh ar frankiz kazetenniñ (Ofalp). Hennezh a vo sañset da renabliñ an tagadennoù a-enep ar gazetennerien ha kazetennerezed, met ivez da reiñ da c’hoût d’an dud petra efed o deus an tagadennoù-se war an demokratelezh.
🛳 Lakaet eo bet war vor e fin ar bloaz 2022 ar bagoù bale kentañ az a en-dro gant gaz naturel liñvennet (GNL). Savet eo bet gant Chanterioù an Atlantel e Sant-Nazer (44). Teir bag all a vo savet a-benn 2027. Ar raktres-mañ zo bet arc’hantaouet gant an Ademe, ajañs an endro, evit an « treuzkemm energiezh en ekonomiezh ».
Didrouz eo chomet marv ur paotr yaouank war e lec’h labour e Penn-ar-Bed. Aet eo d’an anaon Clément en ur park eus ti-feurm Le Pépin et la plume, d’an 28 a viz Du 2023, er Roc’h Morvan (29). 28 bloaz e oa. N’eo ket plaset mat Bro-Frañs da geñver surentez el labour e-touez broioù Europa.
Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») ha Tunvezh Gloaguen-Grandjean (Radio Kreiz-Breizh)
Ar miz-mañ e vez lakaet ar gaoz war al lezenn da rediañ ar broduerien boued da ziskouez splann peseurt efed 'n eus o froduioù war an endro. Daoust hag-eñ e vo lakaet un dra bennak e plas ar bloaz-mañ ? N'eo ket sur… Selaouit hiroc'h ouzh Juliette Cabaço Roger.
Ar miz-mañ e vez lakaet ar gaoz war al lezenn da rediañ ar broduerien boued da ziskouez splann peseurt efed 'n eus o froduioù war an endro. Daoust hag-eñ e vo lakaet un dra bennak e plas ar bloaz-mañ ? N'eo ket sur… Selaouit hiroc'h ouzh Juliette Cabaço Roger.
Kavet e vez ur pestisid en holl stêrioù Breizh, an S-metaloklore. Un produi implijet evit gounit mais.
Kaoz e vo eus an tourioù-avel e Breizh ar miz-mañ.
Ar miz-mañ a vo kaoz eus penaos ez eus bet saotret div stêr e Penn-ar-Bed e-pad an hañv.
Kaoz e vo ar miz-mañ eus an enklask nevez embannet gant Splann ! diwar-benn brezel ar parkeier : perak eo ken diaes en em staliañ ?
Daoust d’an dañjerioù evit yec’hed al labourerien, an dud diwar-dro hag an en-dro e tremen Breizh hebiou d’an dalc’h stag ouzh an amoniak. Disteraet gant ar strollegezhioù ha bed ar gounezvouederezh ec’h a ar skarzhañ NH3 war washaat a-blasoù. Ha gwashañ tra e vez sikourioù publik bras d’ar saotrerien vras, darn anezhe e-maez lezenn.
Pet a dud a varv abalamour d’an amoniak e Breizh ? Diwar al labour-douar e sav ar gaz-mañ evit 95 % anezhañ. Ha hemañ orin eus ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù. Poent bras eo plediñ gant se evit yec’hed an holl hag an endro, met daoust da se eo dister ken ha ken an ostilhoù eveshaat en Breizh. Ha se dre na vez ket postet trawalc’h a arc’hant foran en se.
Kenlabourat a ra _Splann !_ gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.