En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro... hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet splann.org.

Met penaos ‘ta eo bet kaset al labour-se da benn ? Goulennataet eo bet Morgan Large, kazetennerez en RKB hag a gemer Perth ivez en enklask-mañ gant « Splann ! ».