Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc
S01:E16

Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc

Landerneau

Episode description

Digwener e oa embannet disoc’h ar prosez a oa bet savet ouzh « Splann ! » gant Philippe Bizien saver moc’h ‘ba Landunvez ha prezidant ar c’hooperativoù Evel’ Up hag Inaporc. Nullet eo ar prosezadur gant ar varnerien.

Ar prosez kentañ eo zo bet ouzh Splann abaoe 5 bloaz m’eo bet kroet. Kaset en doa ar saver moc’h « Splann ! » dirak al lez varn, prezidant Alain Goutal, prezidant ar media enklask hag an daou gazetenner o doa skrivet ar pennad « Copains comme cochons ».

Evit ar produer moc’h eo ul labour da wallvrudañ anezhañ zo bet embannet war lec’hienn ar media breizhad e 2024. Kristen Falc’hun asambles gant Ines Leraud eo ar re o doa skrivet ar pennad. Ar pezh a diskouez diviz ar varnerien eo eoa goullo doser Phlippe Bizien.

Emañ Kristen Falc’hun gant Erwan Blanchard.