Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh
S01:E08

Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh

Saint-Gérand

Episode description

Un uzin chipsoù nevez er vro, peadra da flemmañ kuriusted ar media Splann !.

Sur-mat eo anavezet ganeoc’h ar merk chipsoù Bret’s hag ho peus gwelet dija pakadoù an embregerezh war estajerennoù ar gourmac’hadoù. Abaoe 1995 eo staliet al labouradeg da broduiñ chips Alto e kreiz Breizh, e Sant-Jelan. Tost an hanter eus ar chipsoù debret e Frañs a vez produet eno ha gwerzhet gant ar merk Bret’s. Hag a-benn nebeut e vo krouet un uzin nevez er vro.

Kement-mañ en deus flemmet kuriusted ar gazetennerez Nolwenn Weiler, a zo bet oc’h enklask evit Splann !.

Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

No transcript available for this episode.