Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch !
S03:E12

Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch !

Guingamp

Episode description

Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed.

Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez

« Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025.

Abaoe pell zo, eme tud Splann !, e vez rakwelet ha lakaet en pleustr diskar an ospitalioù publik ha meur a dal a zo d’an dispenn-se. Emañ ar yec’hed evit an holl en arvar bras.

Emañ ar servijoù urjañsoù en argoll. Abaoe ma oa bet cheñchet ar mod d’arc’hantaouiñ an ospitalioù ec’h a an ospitalioù publik en-dro evel ma ra an embregerezhioù. Ha kevezerezh zo neuze etre an osptalioù publik etreze ha kement-all etre ar re bublik hag ar re brevez. En ur stad fall emañ savadurioù an ospitalioù, emañ ar re-mañ o c’hoari war goll ha tremen skuizh eo labourerien an ospitalioù…

Pennad-kaoz gant :

  • Caroline Trouillet, kazetennerez evit ar media Splann ! he deus savet an enklask gant Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva (troet e brezhoneg gant Lena Catalán).

  • Gael Roblin, koñsailher-kêr e Gwengamp en deus savet « ur c’hinnig-lezenn evit ober un taol-arnod reiñ da Rannvro Breizh barregezhioù fiskal a-benn stourm a-enep an dezerzhioù mezegel hag al lojeiz diyac’h ».

Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Treger Goueloù, e Gwengamp.

No transcript available for this episode.