Douaroù dindan ar statud ENS 'ba Sant-Malou zo lakaet dindan pestisidoù, Radio Breizh
S03:E16

Douaroù dindan ar statud ENS 'ba Sant-Malou zo lakaet dindan pestisidoù, Radio Breizh

Guingamp
•

Episode description

E Bro-Frañs e vez kavet andreadoù a vez graet Espaces Naturels Sensibles deuzhouto, pe ENS. Takadoù naturel protejet int : koadeier, lanneier, geunioù pe c’hoazh tevennoù peurvuiañ. Lod a zo bet prenet gant an departamantoù ha d’an departamantoù eo d’ober war o zro atav.

E Bro Sant-Malo ‘vez kontet war-dro 600 hektar douaroù klaset e-giz ENS hag ar pep brasañ a vez labouret gant labourerien-douar. Pezh eo, ouzhpenn an tri-c’hard deuzhouto ne labouront ket e bio mod ebet ha pestisidoù a vez taolet ur bern war-c’horre o douaroù.

An dra-se a zo bet diskuzhet gant ar media enklask breton « Splann ! » n’eus ket pell zo.

Selaouomp Juliette Cabaço-Roger, asambles gant Benjamin Bouard (Radio Kreiz Breizh). Ganti eo bet skrivet ar pennad-skrid diwar-benn an afer-se.

No chapters are available for this episode.