Eskopti Gwened : stourmerien an identelezh oc’h ober o reuz | Sofa gant Radio BOA 3/3
S03:E15

Eskopti Gwened : stourmerien an identelezh oc’h ober o reuz | Sofa gant Radio BOA 3/3

Guingamp
•

Episode description

Enklask nevez Splann ! diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened.

Julien Meffre ha Pierre-Yves Bulteau o deus enklasket, a benn da gomprenn petra a c’hoarvez en eskopti, ha petra eo ar liammoù get an tu-dehoù pellañ.

En div lodenn gentañ hon eus klevet penaos e vefe tapet tachenn tamm ha tamm get un tu muioc’h killstourmer ag an iliz, er Mor-Bihan. Klevet hon eus ivez petra eo talvoudegezhioù serten stourmerien a zo bet gwelet er pic’hirinaj Feiz e Breizh. Lod anehe a zo tost mat doc’h klogorenn an RN, stourmerien identitaires ivez, levezonerien pe tud stag doc’h an aozadur Academia Christiana, dre ar strollad Les Vénètes.

Setu tamm diwezhañ an abadenn-mañ e kompagnunezh an enklasker Julien Meffre.