En abadenn Gouloù-noz war Radio Naoned e oa bet aterset unan eus kengrouerezed « Splann ! », Manon Deniau d’an 23 a viz Gwengolo 2025.
Asambles gant un ezel eus Dour ha Sterioù Breizh he doa renablet ar c’hudennoù hag a laka kalite an dour en arvar en hor bro. Al labour-douar stank-ha-stank, ar skuilhañ hañvouez, diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier ha da heul an efedoù war an endro hag ar yec’hed a weler o tont diwar-se : fall a-walc’h an dour da evañ, bezhin glas war an aodoù ha saotret an dour kouronkañ war draezhennoù zo.
Kaoz zo bet ivez eus ar mengleuzioù hag eus o efedoù bras war galite an dour. Un afer dianavezet a-walc’h, setu ma oa bet gouestlet dezhi un enklask hir gant « Splann ! » e miz Du 2024.
📻 Gouloù-noz gant Radio Naoned, abadenn nevez bro-Naoned ha bro-Roazhon, atersadennoù ha kronikennoù. Kinniget deoc’h gant Liza Jakez-Vargas klokaet gant Tangi Poisson hag ar radioioù keveler.