No chapters are available for this episode.
E keleier ar vro oe bet kaoz deus hon enklask diwezhañ diwar-benn stad an ospitalioù publik e Breizh.

Lies eo ar c’hudennoù e ospitalioù ar vro. Ur gudenn vras arall eo ar sistem argantaouiñ bet lakaet e plas e 2003, en deus krouet prizioù evit pep ober mezegel. Muioc’h a ditouroù get Caroline Trouillet, unan ag an div gazetennourez he deus kaset da benn an enklask-se, asambl get Isabelle Jarjaille. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.
Pevar pennad a zo d’an enklask, a c’hellit lenn digoust e brezhoneg dre lec’hienn « Splann ! » Nac’het o deus ospitalioù zo reiñ teulioù publik da « Splann ! » evit o enklask. Bec’h a zo àr ar frankiz kelaouiñ en enklask-se.