Aterset e oa bet Caroline Trouillet, unan deus an div gazetennourez he deus kaset da benn an enklask-se, gant Metig Jakez-Vargas, evit displegañ peseurt kudennoù a zo e ospitalioù ar vro. E mesk ar re-se, ur gudenn vras eo ar sistem argantaouiñ bet lakaet e plas e 2003, en deus krouet prizioù evit pep ober mezegel.
