
Nullet eo bet ar c'hlemm gwallvrudañ enep « Splann ! » gant kambr-imbourc’h lez-varn Roazhon ar Gwener 6 a viz Even 2025. Douget eo bet ar c'hlemm-se gant Philippe Bizien, prezidant Evel'Up hag Inaporc.
Nullet eo bet ar c’hlemm gwallvrudañ enep « Splann ! » gant kambr-imbourc’h lez-varn Roazhon ar Gwener 6 a viz Even 2025. Douget eo bet ar c’hlemm-se gant Philippe Bizien, prezidant Evel’Up hag Inaporc.
Kaset eo bet Splann ! d’ar lez-varn a gaoz d’ar pennad « Copains comme cochons » a zo bet skrivet gant Kristen Falc’hon a zo kendiazezer media dizalc’h ha Breizhad « Splann ! » ha gant Inès Léraud.
Kemeret en deus ar gaoz Kristen Falc’hon ar 7 a viz Even war Ici Breizh Izel diwar-benn diviz al lez-varn a za war zu frankiz ar mediaoù.