Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C’hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant.
Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv « Splann ! », tost manu militari eus parklec’h ar stal Armor Lux. Muioc’h a ditouroù gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.
Kinniget eo bet ar c’heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
