Kazetennerien « Splann ! » zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed...
S01:E10

Kazetennerien « Splann ! » zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed...

Landerneau

Episode description

Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C’hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant.

Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv « Splann ! », tost manu militari eus parklec’h ar stal Armor Lux. Muioc’h a ditouroù gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.

Kinniget eo bet ar c’heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Ar pal : 50 000 € a-benn an 31 a viz Kerzu

No chapters are available for this episode.