Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !
Enklask ar miz : gouarnamant Bro-Frañs a zo o soñj breskaat palioù europat war stad ar redoù-dour, setu ar pezh a vez dizoloet en ul lizher kaset d’ar melestradurezhioù.
Fokus : ne vez ket graet mat war-dro ar surentez e uzin Olmix e Berhan (56). Anavezet mat eo an embregerezh-se rak treuzfeurmet e vez bezhin glas ganto.
Dastumet evidoc’h
#MeTooWarVor Ur prosez talvoudus oa dalc’het e Brest e fin miz Ebrel. Genavir (a labour get an Ifremer) oa o respont.
Dizarmet ur pomp get Emsavadeg an Douar : ur pomp maez ‘lezenn oa bet staliet get ur gounider bokedoù e arvor bro Vigouden. Distaliet oe bet. Muioc’h en ur selaou doc’h ar podkast-mañ.
Saotreet an aer e Sant-Maloù : liveoù amoniak uhel-bras oe bet muzuliet get Aer Breizh e penn kommañs miz Meurzh.
Deiz-ha-bloaz laouen da « Splann ! » e miz Even e vo lidet ar 5 blez e Run ar Puñs !
Adkavit ivez rubrikennoù « o c’hoarvez e-taldoc’h » pe « deiziataer “Splann !” ».