Lizher-kelaouiñ : kudennoù surentez e uzin Olmix a zastum bezhin glas #19
S02:E19

Lizher-kelaouiñ : kudennoù surentez e uzin Olmix a zastum bezhin glas #19

Guingamp

Episode description

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !

Enklask ar miz : gouarnamant Bro-Frañs a zo o soñj breskaat palioù europat war stad ar redoù-dour, setu ar pezh a vez dizoloet en ul lizher kaset d’ar melestradurezhioù.

Fokus : ne vez ket graet mat war-dro ar surentez e uzin Olmix e Berhan (56). Anavezet mat eo an embregerezh-se rak treuzfeurmet e vez bezhin glas ganto.

Dastumet evidoc’h

  • #MeTooWarVor Ur prosez talvoudus oa dalc’het e Brest e fin miz Ebrel. Genavir (a labour get an Ifremer) oa o respont.

  • Dizarmet ur pomp get Emsavadeg an Douar : ur pomp maez ‘lezenn oa bet staliet get ur gounider bokedoù e arvor bro Vigouden. Distaliet oe bet. Muioc’h en ur selaou doc’h ar podkast-mañ.

  • Saotreet an aer e Sant-Maloù : liveoù amoniak uhel-bras oe bet muzuliet get Aer Breizh e penn kommañs miz Meurzh.

Deiz-ha-bloaz laouen da « Splann ! » e miz Even e vo lidet ar 5 blez e Run ar Puñs !

Adkavit ivez rubrikennoù « o c’hoarvez e-taldoc’h » pe « deiziataer “Splann !” ».

No transcript available for this episode.