E-barzh an abadenn-mañ hon eus lakaet ar gaoz gant Tomaz Laken war lodenn gentañ enklask « Splann ! » : « En eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù ».
Da gomañs : abalamour da betra enklaskiñ war dachenn eskopti Gwened ? Kozh a-walc’h eo an istor. Daou vloaz zo en doa remerket Julien Meffre war ar rouedadoù X e yae ur bern tud eus ar Strollad PNB da birc’hirinañ war hentoù Feiz ha Breizh.
Bro-Gwened hag e derouer zo ur vro hep he far pa gaozer eus ar relijion gristen : douetus eo an departamant nemetañ e-lec’h ma ya war-gresk an dud en em zisklêr katoliked. Ouzhpenn-se, dav eo kompren eo eskopti Gwened ur vro mirour a-gozh : hervez unan eus ar veleien aterset gant « Splann ! » e ranker delc’her soñj eo ganet ar skourr « tradi » e eskopti Gwened. An Aotroù Lefebvre, saver breuriez Sant Pie X, zo bet stummet gant an abad Berto, ur beleg genidig eus ar Morbihan hag en doa savet kumuniez c’hoarezed Pont-Kalleg.
Ar pezh en deus souezhet an enklaskerien : kavout a reer kalzig a royalisted e-touez strolladigoù tu-dehoù radikal a vez tro-dro Gwened.
Da c’houde eo bet lakaet ar gaoz war ar pelerinaj Feiz e Breizh e-unan. Hemañ zo heñvel ouzh unan brasoc’h : hini Chartres hag a vod ar gristenien « identitaire ».
Feiz ha Breizh a zegouezh atav e Santez-Ana-Wened. A vloaz da vloaz e kresk an niver a birc’hirined. Abaoe pemp bloaz zo e kaver pennoù bras eus un dehoù pellañ, deus Breizh ha Frañs a-bezh. Moarvat diwar intrudu Korentin Denis, unan eus diazezourien ar pelerinaj-mañ, a zo deuet da vezañ penn bras ar pelerinaj..
E-touez ar chabistroù (strollad tud o vale asambles) e kaver strolladigoù gwall vrudet e-giz Academia Christiana ha SOS Chrétiens d’Orient. E-touez ar-re-se e kaver tud eus metoù an tu dehoù radikal bras hag a c’hell bezañ feulz evit lod anezho.
A-benn ar fin e soñjer met penaos e c’hell klotañ an dro-spered mañ gant an aviel ?