War digarez hon emgav miziek e vo lakaet ar gaoz hiziv war ur gevredigezh nevez lakaet war droad, Arsellva gall an tagadennoù ouzh ar frankiz kazetenniñ (Ofalp). Hennezh a vo sañset da renabliñ an tagadennoù a-enep ar gazetennerien ha kazetennerezed, met ivez da reiñ da c’hoût d’an dud petra efed o deus an tagadennoù-se war an demokratelezh.