« N’emañ ket ar metanaat amañ evit mad an endro ». Setu ar pezh a zo bet lâret deomp gant Daniel Chateigner, kelenner e skol-veur Caen-Normandi ha kenurzhier ar c’henstroll « Collectif Scientifique National Méthanisation raisonnable », diwar-benn metanizer Derwal. Ur skouerenn e oa en departamant sañset. Padal eo bet gourdrouzet gant ar prefeti ablamour da saotradurioù.

Selaouit ouzh an holl keleier Splann ! er podkast-mañ.