Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Enklaskoù « Splann ! » da selaou@enklaskousplann

7 followers
Follow

Season 1 episodes (16)

 Kleuzioù ha girzhier en arvar : pennad kaoz diwar-benn hon enklask nevez
S01:E07

Kleuzioù ha girzhier en arvar : pennad kaoz diwar-benn hon enklask nevez

Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn… Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann ! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war ur rumm tud hepken koulz lavaret : al labourerien-douar. Daoust d’ar reolennoù ha lezennoù ec’h a war fallaat stad ar girzhier er vro. Juliette Cabaço-Roger, eus Splann, he doa lavaret hiroc’h deomp war an enklask a oa bet embannet e fin miz C’hwevrer. War-dro hanter-kant a dud a oa bet bodet e Kallag d’ar sadorn 24 a viz C’hwevrer gant « Kleuzioù ». Da vont d’ober ar strollad-se e oa en em unanet meur a strollad eus ar vro e 2022, difennerien an argoad eus Kallag, Sant-Vaeg, Speied, Sant-Nikolaz, Berrien, pe c’hoazh eus Bro-Leon. E penn kentañ miz C’hwevrer dija e oa bet aozet un devezh war sujed e Sant-Nigouden gante. Dalc’het e vez da zispenn kleuzioù ha girzhier e pep lec’h er vro. Distrujoù graet e-maez al lezenn gant un nebeud hiniennoù alies, hervez tud ar strollad, a c’houlenn ur moratouar war an diskar kleuzioù. Reportaj gant Gi Yonkour, bet veterinaer e kanton Kallag, hag Erwan Puillandre, eus Kleuzioù Speied. Skignet eo bet an abandenn-mañ war Radio Breizh, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened. Pennadoù-kaoz gant Tomaz Laken.

Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh
S01:E08

Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh

Un uzin chipsoù nevez er vro, peadra da flemmañ kuriusted ar media Splann !. Sur-mat eo anavezet ganeoc’h ar merk chipsoù Bret’s hag ho peus gwelet dija pakadoù an embregerezh war estajerennoù ar gourmac’hadoù. Abaoe 1995 eo staliet al labouradeg da broduiñ chips Alto e kreiz Breizh, e Sant-Jelan. Tost an hanter eus ar chipsoù debret e Frañs a vez produet eno ha gwerzhet gant ar merk Bret’s. Hag a-benn nebeut e vo krouet un uzin nevez er vro. Kement-mañ en deus flemmet kuriusted ar gazetennerez Nolwenn Weiler, a zo bet oc’h enklask evit Splann !. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Total 'neus kuzhet un dokumant a lâre pegen fall eo kalite an aer e Sant-Nazer
S01:E09

Total 'neus kuzhet un dokumant a lâre pegen fall eo kalite an aer e Sant-Nazer

Sed aze an enklask nevez a vo dispaket gant « Splann ! » bremaik. Ar wech-mañ eo aet skipailh « Splann ! » da Sant Nazer ha Donez, kalon industriezh ar vro evit studiañ saotradur an aer di. Blam da galite fall kenañ an aer eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer hag e-tro war droioù uhel tre. Koulskoude servijoù ar stad n’o deus graet peadra evit gwareziñ tud ar vro, ha n’eo ket bet embannet gant Total pegen fall ’oa saotradur an aer. Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh
S01:E10

Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh

Fellout a ra d’an embregerezh Ymeris astenn mengleuz Andalouzit Groñvel. Ur c’hard eus produadur bedel an danvez-se a vez dastumet eno. Hag roet en deus ar Stad an aotre d’an embregerezh evit toullañ an douar betek 2044 ! Padal eo kontamus-tre ar vengleuz evit an endro, en desped d’ar pezh a embann Imerys. Setu ar pezh a zo diskouezhet gant enklask diwezhañ ar media « Splann ! ». Displegadennoù gant Metig Jakez-Vargas.

Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh
S01:E11

Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh

Eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù a deuio maez hiziv. 🪙 El lodenn gentañ ’meump bet dizoloet pegen saotret e oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys, en Tregorn, war gumun Groñvel. En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet « Splann ! ». Met penaos ‘ta eo bet kaset al labour-se da benn ? Goulennataet eo bet Morgan Large, kazetennerez en RKB hag a gemer Perth ivez en enklask-mañ gant « Splann ! ». Ha, klevout a reot, degadoù a dud ‘zo bet lakaet da labourat start evit embann kement a ditouroù. Emañ gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Respont a ra  Kristen Falc'hon diwar-benn ar prosezerezh justis savet gant penn bras ur lobby moc'h enep « Splann ! »
S01:E14

Respont a ra Kristen Falc'hon diwar-benn ar prosezerezh justis savet gant penn bras ur lobby moc'h enep « Splann ! »

Nullet eo bet ar c’hlemm gwallvrudañ enep « Splann ! » gant kambr-imbourc’h lez-varn Roazhon ar Gwener 6 a viz Even 2025. Douget eo bet ar c’hlemm-se gant Philippe Bizien, prezidant Evel’Up hag Inaporc. Kaset eo bet Splann ! d’ar lez-varn a gaoz d’ar pennad « Copains comme cochons » a zo bet skrivet gant Kristen Falc’hon a zo kendiazezer media dizalc’h ha Breizhad « Splann ! » ha gant Inès Léraud. Kemeret en deus ar gaoz Kristen Falc’hon ar 7 a viz Even war Ici Breizh Izel diwar-benn diviz al lez-varn a za war zu frankiz ar mediaoù.

Feulsterioù 'ba lise Itron Varia Kreiz-kêr Kastell-Paol ur Betaram mod Breizh
S01:E15

Feulsterioù 'ba lise Itron Varia Kreiz-kêr Kastell-Paol ur Betaram mod Breizh

Feulsterioù korf ha revel zo bet ‘ba Lise Itron Varia Kreisker ‘ba Kastel-Pol. C’hoarvezet int dreistholl e-kerzh ar bloavezhioù 1970-80 evel ar pezh a oa bet embannet gant ar media enklask enlinenn Splann !. Un ambiañs evit spontañ ar re yaouank pe dresiñ anezho evel ar pezh a zo bet kontet deomp gant Ronan L’Hourre bet skolajiad ‘bar C’hreisker un hanter kant vloaz zo bennaket. Klevet komz eus ar feulsterioù ‘bar skolaj-lise kristen Kastel ne oa ket ur souezhadenn evitañ… Selaouomp e desteni. Emañ gant Erwan Blanchard (Radio Breizh).

Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc
S01:E16

Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc

Digwener e oa embannet disoc’h ar prosez a oa bet savet ouzh « Splann ! » gant Philippe Bizien saver moc’h ‘ba Landunvez ha prezidant ar c’hooperativoù Evel’ Up hag Inaporc. Nullet eo ar prosezadur gant ar varnerien. Ar prosez kentañ eo zo bet ouzh Splann abaoe 5 bloaz m’eo bet kroet. Kaset en doa ar saver moc’h « Splann ! » dirak al lez varn, prezidant Alain Goutal, prezidant ar media enklask hag an daou gazetenner o doa skrivet ar pennad « Copains comme cochons ». Evit ar produer moc’h eo ul labour da wallvrudañ anezhañ zo bet embannet war lec’hienn ar media breizhad e 2024. Kristen Falc’hun asambles gant Ines Leraud eo ar re o doa skrivet ar pennad. Ar pezh a diskouez diviz ar varnerien eo eoa goullo doser Phlippe Bizien. Emañ Kristen Falc’hun gant Erwan Blanchard.